Dec'h mintin tro-dro d'ar poull kannañ
Maïan a gonte deomp he nozvezh
Gant ar souezh e oan chomet glapez
Hag an holl re all o tirollañ
En deiz-mañ abred diouzh ar mintin
On loc'het sa'mes gant Kaourantin
Ha war an hent gant ar garrigell
Soñjan pokez istrogell
Petra, petra 'ran gant va buhez ? Va buhez
O vont da heul ur paourkaezh lonker, paourkaezh lonker
E-pad daou viz ken pell eus va gêr
Siwazh, m'eus ket kavet karantez
Gantañ oan bet deiz ar pardon, deiz ar pardon
Eñ oa bloaz war'n ugent eveldon, eveldon
Ne ouien seurt diwar ar baotred
Va zal harp ouzh moger ar vered
Bec'h Bec'h Bec'h d'ar Pilhoù
Eskern, krec'hin a bep livioù
Tamm Pilhoù, tamm pilhoù
Digorit ar gloued
Pilhoù d'ar pilhaouer
Leizh e gar ma za' ba gêr
Pa sav c'hwezh digant hor marc'h bided, Pa sav chwezh digant hor marc'h
Pa flouran gant un torch e grouzell, pa flouran nezhañ gant un torch
E soñjan « N'on ke'met un istrogell
Harluet amañ e Kameled
Mal warnon distreiñ betek Boneur, mal distreiñ betek Boneur
P'omp amañ o kousket war al leur, amañ kousket war al leur
P'emañ o roc'hal e-kreiz an noz
Bezañ gantañ a zo va mallozh
Bec'h Bec'h Bec'h d'ar Pilhoù
Eskern, Krec'hin a bep livioù
Tamm Pilhoù, tamm pilhoù
Digorit ar gloued
Pilhoù d'ar pilhaouer
Leizh e gar ma za' ba gêr
C'hoarzadennoù ar vugaligoù
O c'hortoz distro ar pilhaouer
A deu bep bloaz e-kreiz miz C'hwevrer
Gant e chakod leun a vadigoù
Kement-se a ra tomm d'am c'halon
Tri bloaz war'n ugent eo eveldon
Pilhaouerez eo va flanedenn
Setu buhez Lina ar goantenn
Bec'h Bec'h Bec'h d'ar Pilhoù
Eskern, Krec'hin a bep livioù
Tamm Pilhoù, tamm pilhoù
Digorit ar gloued
Pilhoù d'ar pilhaouer
Lip ar grwichoù ma chom 'ba gêr
Bec'h Bec'h Bec'h d'ar Pilhoù
Eskern, Krec'hin a bep livioù
Tamm Pilhoù, tamm pilhoù
Digorit ar gloued
Pilhoù d'ar pilhaouer
Lip ar grwichoù ma chom 'ba gêr
Lip ar grwichoù ma chom 'ba gêr